St Loup pardon 21añ SUL AR BLOAZ A
Publié le |
Entrée : Aotroù Sant Loup, ni holl ho ped,
Hon paeron dimp feal bepred ;
Ha ni deoc’h feal ivez dalc’hmat,
C’Hwi zo evidomp ur gwir dad.
1* En anv an Drinded Santel :
Tad ha Mab ha Spered Santel,
Breizhiz Kristen e don ho kalon
Klevit mouezh Sant Loup ho paeron.
2* Gwirioù e vro a zifennas,
Enep d’ar gwasker e savas,
Harpet gantañ an dud izellañ:
Pobl Vreizh, grit enor bras dezhañ!
3* Sant Loup ken karus er bed-mañ
C’Hwi zo en eürusted bremañ,
Skuilhit bennozh ha grasoù Doue
Warnomp ni holl ho pugale.
Kyrie : (air: NDBS) Kyrie eleison…Kriste eleison….Kyrie eleison
Gloria :
1* Gloar ha meuleudi da Zoue en Neñvoù ;
Peoc’h war an douar d’an dud karet gantañ !
Enor, trugarez, deoc’h c’hwi Roue an Neñv ;
Tad hollc’halloudek.
2* Krist, Mab unganet, c’hwi Aotroù ha Doue,
Oan Doue, kaset da zilam ar pec’hed !
Truezit ouzhimp, klevit galv hor pedenn :
Jezuz Mab an Tad.
3* Azezet er c’hloar, en tu-dehou d’an Tad,
C’Hwi hepken a zo santel koulz hag Aotroù !
An uhel meurbet : Jezuz-Krist hon Salver :
Gant ar Spered glan.
4* Gloar d’an Tad krouer, mammenn pep santelezh,
Gloar d’ar Mab Salver, feunteun ar gwir furnez !
D’ar Spered santel, stivel pep karantez :
Gloar ! Bennozh ! Amen.
Psaume137: (air de kinnigomp holl ar sakrifis) / Ni hoc’h ador en ho kavel..=.St Kaorantin
De tout mon cœur, Seigneur, je te rends grâce : | O kanañ ‘ran a greiz kalon |
Alleluia : Kan allelouia d’an Aotrou !
Credo :
1. Me gred en un Doue hepken :
Doue an Tad hollc’halloudek,
Krouer an Neñv hag an douar,
An hollved dre E C’hwezh dispar.
2. Hag en Jezuz Krist Hon Aotroù,
e Vab unganet, en daeroù;
Dre ar Spered glan konsevet,
Gant ar Werc’hez Vari ganet.
3. Pasion en deus a c’hrad vat
Gouzañvet dindan Poñs-Pilat.
Kroastaget, marvet, sebeliet,
Ha d’an ifernioù diskennet.
4. An trede deiz eo dasorc’het
Hag a-zehou d’an Tad pignet
Ac’hane da varn e teuio
Ar re vev hag ar re varv.
5. Ha me gred er Spered Santel
A ro buhez, nerzh ha skoazell;
a-viskoazh d’an dud en deus bet
komzet dre mouezh ar Brofeded.
6. Me gred en un iliz santel,
Katolik hag abostolel,
Hag e kumuniezh ar sent
A ro dimp harp a-hed an hent.
7. E pardon an holl bec’hedoù,
Dasorc’hidigezh ar c’horfoù
Treuzdremmet er c’hloar da viken,
Er vuhez peubadus. Amen.
P.U: (Ton: S. Gwenole)
Doue, leun a vadelezh , Ha mammenn pep santelezh
Klevit eus lein an neñv Pedenn ho pugale.
Santel :
Santel, Santel, Santel, An Aotroù Doue, mestr ar bed ! …. Hozanna e lein an Neñv !
Gorreoù: (élévation)
Me ho salud, Korf ma Salver , ‘Zo diskennet war an aoter ;
Ennoc’h ar bara zo kemmet Ha ganeoc’h e vezin maget.
Me ho salud, O Gwad divin, ‘Zo er c’halir e lec’h ar gwin.
C’hwi evidon zo bet skuilhet; Deuit d’am gwalc’hiñ a bep pec’hed.
Anamnèse: (cornemuse puis chant)
Gloar deoc’h-c’hwi, marvet ouzh kroaz,Gloar deoc’h-c’hwi Jezuz!
Adsavet leun a vuhez, Hor Salver!
Ha Doue, C’hwi zeuy en dro, Splannder lugernus ; Setu ni war sav ouzh ho kortoz !
Notre Père: Hon Tad… (lâret)
Hon Tad hag a zo en neñv,
Hoc’h anv bezet santelaet ;
Ho rouantelezh deuet deomp (dimp) ;
Ho polontez bezet graet
war an douar evel en neñv.
Roit deomp (dimp) hiziv hor bara pemdeziek.
Pardonit deomp (dimp) hor pec’hedoù,
Evel ma pardonomp
d’ar re o deus manket ouzhomp (ouzhimp).
Ha n’hon lezit ket
da gouezhañ en temptadur,
Met hon diwallit diouzh an droug.
Fin du Pater: (ton Kêr-Is)
Deoc’h Aotroù ar Rouantelezh ar C’hlod hag ar c’halloudegezh
Doue, C’hwi a vev hag a ren bremañ ha da viken. Amen.
Agnus:
Oan Doue a zilam pec’hed ar bed, Ho pet truez ouzhimp ! (div wezh)
Oan Doue a zilam pec’hed ar bed, Roit dimp ar peoc’h !
Communion:
Aeled eus ar baradoz, sellit pebezh enor,
A ra dimp er Sakramant, Jezuz hor redemptor.
Ur wech evit hor prenañ, ez eo bet enkorfet,
Hag evit dont d’hon magañ, ganimp e chom bepred.
1* Mari, gwir vamm da Jezuz, Mari, va Mamm dener,
Va sikourit da resev ho Mab ha va Salver,
Me ned on siwazh netra, netra nemet pec’hed,
Met ennoc’h ec’h esperan, o va Mamm venniget
2* Krouer an Neñv, an douar, war an aoter bemdez,
Dre gomz nerzhus ar beleg a ziskenn a-nevez ;
Un Doue kalz uheloc’h eget bolz an neñvoù,
En em izela ‘vit dont betek hor c’halonoù.
Envoi :
Da feiz hon tadoù kozh, ni paotred Breizh-izel,
ni zalc’ho mat atav.
‘Vit feiz hon tadoù kozh hag en-dro d’he banniel,
ni holl en em stardo;
Feiz karet hon tadoù, morse ni ho nac’ho ;
kentoc’h ni a varvo. Kentoc’h ni a varvo, kentoc’h ni a varvo.
1*(4) An iliav rodellet en-dro da c’har ar wezenn,
Daoust d’an amzer diroll,
ha chom stag mat atav ;
‘Vel-se ouzoc’h, Jezuz,
en em stardomp da viken,
Ha diouzh ho karantez, netra n’hon distago.
2*(5) Ni a vo kristenien,
n’eo ket hepken dre gomzoù
Met dre an oberoù
skuilhet en hor buhez :
Pedenn hag oferenn,
vijil ha sakramantoù…
Ni heulio penn-da-benn gwenojenn ar furnez.